1710258892
Heklev PodKast

Advertise on podcast: Heklev PodKast

This podcast has
125 episodes
Language
English
Explicit
No
Date created
2023/10/03
Latest episode
2026/11/13
Average duration
15 min.
Release period
6 days

Description

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.

Unlock Heklev PodKast podcast Email contact info,
Listeners & Audience details

Email contact information

Direct podcast contact details

Listeners

Audience numbers & engagement insights

Audience details

Podcast Insights

Podcast episodes

Check latest episodes from Heklev PodKast podcast


Penaos eo bet holenet ar mor ?
2026/11/13
Un istor skrivet gant Paskal Hervio Tremen a ra an istor-mañ d’ar mare ma oa dous ar mor c’hoazh, hag an holen ken prizius hag an aour. Hon daou haroz a zo tudennoù disheñvel-mik an eil diouzh egile. An hini kentañ zo ur paotrig fur, boas da verdeiñ e-unan-penn gant ur vag-vorlaeron. Evit bezañ eürus ne ra pep tra nemet war hanter. Erruout a ra war un enezenn vihan e-lec’h m’emañ ur marmouz teodek o vevañ. Hennezh a glasko dont da vezañ kalz galloudusoc’h ha kalz pinvidikoc’h eget na oa a-raok na errufe ar paotrig ... Skrivañ : Paskal HervioC’hoari : Yann-Herle GourvesSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026Gant skoazell Rannvro Breizh
An Disparti
2026/11/06
Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou Ar paotr a ziviz tapout anv ar mafiozo Vito Corleone, pa dec’h eus e di evit ur vuhez nevez.  E dud a zo o tispartiañ, ha dispartiañ a ra diouzh e familh. Gant e vignoned nesañ e ra harz-labour ar vugale, ha mont a reont o-zri da vevañ e-kichen lenn an nadozioù-aer, e-kreiz ar c’hoad. Skrivañ : Loeiza an DuigouC’hoari : Florian EbelSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Tresadenn : Anna Duval-GuennocProduiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026,Gant skoazell Rannvro Breizh.
Sinet Marielle : Kanaouenn : Troadikellat
2026/10/30
Troadikellat, troadikellatDindan ar glav pe an heol  Va rodoù a ruilh,Ruilh war an hentNe fell ket din diskenn ken Avel en va dremmKartennoù-post en va fennUr velo, tra kenMe eo Marielle Lizhiri o veajiñ dre ar broioùReoù all 'n em goll a-wechoù Met, me 'lâr deoc'h,Kavout a rin un hent dezho ! Kastell-Paol a zo va c'hêr dinTremen er straedoù 'ran ordinGant va belo, bras, hir ha melen, Diouzh 'noz pe diouzh (ar) mintin Papi a c'hoarzh, me, ne ran ket vannRannañ levenez a ranLizhiri karantez Ganto c'hwezh bedoù nevezIstorioù brav bemdez ! Papi en deus skrivet din,Ul lizher iskis ha divoutinErruet eo re gozh hervezañDa genderc'hel da droadikellañ}
Sinet Marielle 5 : Va beaj gant Papi
2026/10/23
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Marielle hag he zad-kozh a zo o veajiñ asambles, war bep a velo. Mont a reont dousik war o fouezig. En ur c’hafe e kemer Marielle amzer evit skrivañ da skolidi skol ar feunteun. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza CornecEnrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-PlantecSonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh. Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 gant skoazell Rannvro Breizh.
Sinet Marielle 4 : Ul lizher skrivet gant va zad-kozh
2026/10/22
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Tregaset eo Marielle rak dec’h e oa ul lizher eviti en he faner. Ul lizher bet skrivet dezhi gant he fapi Ifig. Ha ne oar ket petra respont dezhañ. Gant sikour ar vugale e responto dezhañ ha gant sikour Jojo e tizoloo ar pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan ! Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza CornecEnrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-PlantecSonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh. Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 gant skoazell Rannvro Breizh.
Sinet Marielle 3 : Perak ta’ e skrivomp lizhiri ?
2026/10/21
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Klask a ra Marielle divinout ‘pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan. Perak ‘ta eo bet skrivet dezhañ ? Perak ‘ta e vez skrivet lizhiri. Marielle, hi, a skriv alies d’he zad-kozh, Ifig. Gantañ he deus desket mont war velo. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza CornecEnrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-PlantecSonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln  Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh. Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 gant skoazell Rannvro Breizh.
Sinet Marielle 2 : Boest al lizhiri kollet
2026/10/20
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Bep Meurzh e ra Marielle war-dro al lizhiri kollet evel hini Yann Kerazan. Hag ur bern a zo ! Pep hini a guzh ennañ un istorig, ur gudennig da zirouestlañ. Marielle a ziskouez he zeñzorioù d’ar vugale. Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza CornecEnrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-PlantecSonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln  Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh. Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 gant skoazell Rannvro Breizh.
Sinet Marielle 1 : Ul lizher evit Yann Kerazan
2026/10/19
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre Degouezhout a ra Marielle, plac’h al lizhiri e skol ar Feunteun. Ul lizher he deus evit ur Yann Kerazan bennak. O klask war e lerc’h emañ, met n’eo ket aes rak gwall iskis eo ar chomlec’h war ar golo-lizher. « Yann Kerazan, une école à l’autre bout de la France où on parle breton ».  Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza CornecEnrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-PlantecSonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest Un heuliad produet gant Anna Lincoln  Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh. Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 gant skoazell Rannvro Breizh.
Troioù kaer Yang-Yang 10 : Er Sirk !
2026/10/16
Un istor skrivet gant Marion Gwenn Yang Yang,  Mamouchka ha Pegus a ya da welet Zing, ‘vit abadenn Sirk fin he bloavezh-skol ! Pegen brav eo-hi … Pegus a raio sotonioù … Betek mont da nijal gant Zing p’emañ gant he zrapez … Plijout ‘rafe da Yang Yang ober sirk ivez ha kompren a ra ar paotrig eo amourous. Magañ a ra karantez evit e vignonez … Ha ‘benn neuze ! Petra ober ? Skrivet ha c’hoariet gant Marion GwenSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé GwenProduiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev PodkastTrugarez da Cheun Hô Briant Gwen evit an awen Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026Gant skoazell Rannvro Breizh
Ar re votoù tasmantet
2026/10/09
Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou Fur ha sirius on bet bloavezhioù-pad, o labourat e ospital ar re votoù… Met graet em eus ur gejadenn souezhus ha komprenet, siwazh, e c’hell ar garantez hag ar feulster degouezhout dorn-ha-dorn er vuhez. Ma micher-me a zo botaouer, ne c’hellan ket dont da vezañ muntrer. Skrivañ : Loeiza an DuigouC’hoari : Maxime L’hostisSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Tresadenn : Anna Duval-GuennocProduiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e studio Dizale  e miz Even 2026,Gant skoazell Rannvro Breizh.
Jaxx von Poullpri
2026/10/02
Un istor skrivet gant Klet Beyer Ur c’hi-chase ur bloaz eo Jaxx von Poullpri. Desavet eo bet evit ar chase met ul loen diroll ‘vez pa vez o redek war ar maezioù. Un deiz en em gav pell ouzh e vagad, goude ur redadeg diroll. Kompren a ra e c’hell bremañ mont dieub da foetañ bro. Met ret e vo d’ar c’hi yaouank stourm da zerc’hel mat d’e frankiz nevez ! Skrivet ha c’hoariet gant Klet BeyerSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026Gant skoazell Rannvro Breizh
Er-maez ar bed o treiñ
2026/09/25
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coïc Emañ Mili o kousket e kouskva he skolaj evel un 200 krennard.ez bennak. War greiz an noz e sono an alarm, hini ar gwalldaolioù. Ret e vo d’ar grennarded mont d’o loch-goudor bet toullet dindan zouar evit en em wareziñ. Daoust-hag aes e vo dezho kenvevañ e-maez an bed o treiñ ? Sonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Thomas CloarecSikour war ar c’hoari : Loeiza BeauvirEnrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari OllivierTresadenn : Anna Duval GuennocProduiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Ebrel 2026,gant skoazell Rannvro Breizh
Hanvezh ar bignerez
2026/09/18
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir Tom ha Lena a zo breur ha c’hoar. En un tour uhel deus Brest emaint o chom. E pad an hanv e chom an daou ganfard er  gêr pa vez o mamm o labourat. Tom a zo sot gant ar mangaioù. P’emañ eñ beuzet en e lennadennoù e fell da Lena mont da zizoleiñ an 20vet estaj, penn uhelañ an tour. Petra ‘vo dizoloet eno ? O vont hag o tont gant ar bignerez e tremeno Tom ha Lena un hanvezh dibar.    Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza BeauvirSonerezh : KrismennSikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval GuennocProduiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026, gant skoazell Rannvro Breizh.
Ar Robot Dizimplij
2026/09/11
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marvin Moal. E keriadenn ar robotoù Houarnenez emañ Morzhol o labourat. Un deiz p’emañ o labourat war ur chanter e kej gant ur robot anvet Job o stranniñ, dizimplij. Ur robot dizimplij? Met petra eo an dra-se ? Ha setu Morzhol a lak anezhañ da labourat, siwazh, ur gwalzarvoud a erruo dre e fazi… Sonerezh : Perynn Bleunvenn - Trugarez d’ar fañfar A Bout de SouffleSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier Sikour war ar bezhoneg: Stefan MoalTresadenn : Anna Duval GuennocProduiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026Gant skoazell Rannvro Breizh.
Ur Sekred Mezhus
2026/09/04
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn Ne vez ket aes bemdez kaout kamaradezed sot gant Katy Perry nag un tad o selaou disehan deus ar c'hoarezed Goadeg… O vougañ 'mañ Marc'haid ! Ar sonerezh a blij dezhi a zo disheñvel mat… Ur sekred eo… Met, petra 'kano Marc'haid evit kenstrivadeg kanañ ar skolaj? An holl a seblant gouzout eviti! Skrivet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar MennSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Thomas CloarecSikour war ar c’hoari : Loeiza BeauvirEnrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari OllivierSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval GuennocProduiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Ebrel 2026, gant skoazell Rannvro Breizh.

Podcast reviews

Read Heklev PodKast podcast reviews


0 out of 5
0 reviews

Podcast sponsorship advertising

Start advertising on Heklev PodKast relevant audience podcasts


What do you want to promote?